Sant-Brewen (Bro-Raez) : 200 karavanenn war ar stad !
Goude repuidi ar C’hada, setu termajied an dachenn mell-droad ! Goulennet e oa bet gant is-prefed Sant-Nazer gant an dermajied e soñj da zont e Liger-Atlantel da c’hortoz un tammig peogwir e oa leun an tachennoù er mare-mañ. N’eo ket bet asantet ganto ha bremañ ez eus strolladoù o klask lec’hioù...